Amañ emaoc'h : Degemer Buhez pemdez Ur sell war ar gumun
Multithumb found errors on this page:

There was a problem loading image 'images/stories/presentation.jpg'
There was a problem loading image 'images/stories/presentation.jpg'

Ur gumun vuhezek a-ziwar ar maez eo Gwinevez. E Bro-Leon emañ, war aod norzh Penn-ar-bed. 2500 a annezidi a zo enni, war 4000 hektar.


Pouezus eo plas al labour-douar en ekonomiezh, dreist-holl ar produiñ legumaj (artichaod, brikoli, chalotez, ognon) hag ar sevel loened (moc'h, saout, lapined).


180 post-labour zo er gumun gant embregerezhioù ha stalioù Gwinevez. Anavezet eo ivez ar gumun gant ar buhezek m'eo he c'hevredigezhioù, rak un tregont bennak a gevredigezhioù a denn d'ar sevenadur, d'ar sport ha d'ar skolioù... a gaver enni.


Douret eo Gwinevez gant peder gwazh-dour hag a droidell war he douar, o kleuzañ traoñiennoù kaer. Gant an hentoù-bale e c'halloc'h mont, etre an douar hag ar mor, d'ober anaoudegezh gant hor bro hag he glad.

presentation

NOTE! This site uses cookies and similar technologies.

If you not change browser settings, you agree to it. Learn more

I understand